Aleksandr Ledan

1777 - 1855
country of citizenship:  France
languages spoken, written or signed:  BretonFrench
occupation:  writereditor

Aleksandr Ledan, ganet d'ar 15 a viz Gwengolo 1777 e Montroulez ha marvet d'ar 17 a viz Ebrel 1855 e Montroulez, a oa mouller, skrivagner ha troour. Deskiñ a reas micher ar moullañ e ti Fañch Guilmer e Montroulez, adalek 1791. Goude ez eas d'an arme, arme nevez an Dispac'h gall (1795) ma savas betek ar rez a sarjant-major. E 1805 e tigoras e voullerezh dezhañ e Montroulez, da voullañ skridoù gallek ha brezhonek. E-pad hanter-kant vloaz e embannas ur bern kanaouennoù war follennoù-nij ha levrioù bihan. E vab François-Marie-Alexandre Ledan a gendalc'has al labour war e lerc'h. Aleksandre Ledan, ouzhpenn moullañ forzhig skridoù e brezhoneg, a savas hag a zastumas kalz kanaouennoù brezhonek. Eizh karnedad dornskrivet zo chomet war e lerc'h, gant an titl Guerziou Brezonec, enno kanaouennoù skrivet etre 1815 ha 1854. 103 anezho a voe savet gant Ledan e-unan hag an 260 all a voe dastumet gantañ. Emañ ar c'hanaouennoù-se bremañ el levraoueg Les Amours Jaunes e ti-kêr Montroulez. Source: Wikipedia (br)

Series

There is nothing here

Create a new serie

Articles

There is nothing here

Human - wd:Q21993478

Welcome to Inventaire

the library of your friends and communities
learn more
you are offline